Faire vivre et faire connaître l'histoire du Finistère
Greomp traoù evit anavezout ar brezhoneg
Fellout a ra d’an Departament rein lañs d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh. Gant se e ro sikour, un tregont vloaz zo, d’ar re a ra war-dro degas ar brezhoneg d’an dud all dre ar c’helenn hag an obererezhioù sokial.
Gant ur brastres-yezh a ginnig ur steuñv uhel a obererezhioùevit ar brezhoneg e vroudomp treuzkas ar brezhoneg d’an dud all hag e sikouromp ar raktresoù a laka ar brezhoneg e-barzh an obererezhioù sokial evit lakaat bevañ ar yezh, merker bev eus indentelezh an tiriad.
El lusk-se, an Dielloù-departamant a gemer perzh n’eo ket hepken evit sevel glad dre gomz ha dre skrid ar yezh hag ar sevenadur brezhonek met ivez evit talvoudekaat anezho. Lec’hienn Genrouedad an Dielloù, gant an niverel, a sikour digeriñ ar sevenadur d’an holl, un ahel pouezus all eus raktres an departamant.
An difrae-se zo ivez ur jestr gant an Dielloù evit digeriñ war-zu an obererien gevredigezhel hag ensavadurel a laka ar sevenadur pinvidik ha lesseurt-se da vevañ en hon tiriad.
Nathalie Sarrabezolles, Prezidantez Kuzul-departamant Penn-ar-Bed